International Shooting Sport Federation

Logo an ISSF.

An International Shooting Sport Federation (ISSF) a ren er bed war ar sportoù tennañ olimpek, ha war un nebeud sportoù tennañ nann-olimpek. Savet e oa bet e 1907 dindan an anv Union Internationale de Tir (UIT). E München (Alamagn) emañ sez an ISSF.

Kevredadoù sportoù-tennañ Breizh zo izili an ISSF dre hanterouriezh kevredad gall ar sportoù-tennañ (Fédération Française de Tir).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne